Rezistañs
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar fed sevel ouzh un nerzh, un urzh diazezet eo ar rezistañs. Rezistanted a vez graet eus an dud a stourm evit reiñ lamm d'an urzh-se, pe da nebeutañ herzel outañ a ren anezho. Daou dra a c'haller lavarout diwar-benn ar ger Rezistañs :
- n'eo ket neptu, diskouez a ra eus peseurt tu emañ ar re a ra gantañ. Rezistanted a reont anezho o-unan, pa ra an urzh enebour gant gerioù negativel kentoc'h, evel tud disuj, estremourien pe spontourien zoken. Eus o zu e implij ar Rezistanted gerioù negativel evit komz eus an urzh a zo kaoz : gwaskerien, diktatouriezh, impalaerouriezh, oligarkiezh, establishment, etc. Gerioù arbennik a vez a-wechoù hervez ar broioù hag ar mareoù istor : nomenklatura en Unvaniezh Soviedel da skouer.
- ur ger ledan eo, implijet evit stourmoù liesseurt ha niverus er bed hag en istor. Ar ger brezhonek-se a zeu eus ur ger gallek strishoc'h avat, Résistance, da lavaret eo ar rezistañs c'hall e-pad an Eil Brezel-bed. Kavet e vez luskadoù rezistañs e-leizh en oberennoù faltazi ivez.
Enebiñ a ra ar Rezistanted ouzh ur gouarnamant (estren pe diabarzh), un arme, ur galloud bennak eta, en un doare kuzh pe get, hag e-maez lezenn an aliesañ. War div dachenn e stourm ar Rezistanted enep an urzh a zo anv anezhañ :
- ar rezistañs milourel : un arme enep unan all (komz a reer eus un "arme rezistañs" a-wechoù) pe ar gouvrezel ; hag en ur brezel etre broioù pe ur brezel diabarzh,
- ar resistañs politikel, a zo liesseurt ivez, dre ar rezistañs dizoberiant da skouer, gant an disenterezh keodedel hag an nann-feulster.
Ar galloud milourel ha politikel a c'hall bezañ armerzhel, sokial ha sevenadurel dre astenn-ster, da skouer ar rezistañs a-enep ar bedeladur, pe c'hoazh an Emsav breizhek.