Republik Italia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Republik Italia (Repubblica Italiana en italianeg) a oa ur stad krouet e hanternoz ledenez Italia e 1802 hag a badas betek ar 17 a viz Meurzh 1805. Savet e oa diwar douaroù ar Republik Cizalpin e hanternoz ledenez Italia.
- "Republik Italia" a zegas amañ, d'ur pennad diwar-benn ar republik savet en hanternoz Italia, da vare Napoleon Bonaparte. Evit stad Italia bremañ, sellit ouzh Italia. Evit sterioù all ar ger, sellit Italia (disheñvelout).
Ur stad suj da Vro-C'hall e oa, stag ouzh ar C'hentañ Republik C'hall da gentañ hag ouzh an Impalaeriezh C'hall Kentañ goude, dindan renerezh Napoleone Buonaparte.