Rafael Orozco Maestre
From Wikipedia, the free encyclopedia
Rafael José Orozco Maestre (24 Meurzh 1954 - 11 Mezheven 1992) a oa ur c'haner-sonaozer brudet eus Kolombia, hag unan eus kanerien veur an doare vallenato.
Pa oa e barr e vrud e oa a-renk gant tud veur ar vallenato evel Diomedes Díaz, Jorge Oñate ha Poncho Zuleta. Kargoù politikel en doe ivez en e gêriadenn, evel kuzulier, e departamant Cesar.