Poellad frank
From Wikipedia, the free encyclopedia
An dro-lavar poellad frank a zo evit treiñ an hini saoznek "free software". Amjestr an dro-lavar-se e saozneg pa "free" a dalvez evit "frank" hag evit "digoust" ivez. Kavet e vez ivez al lavarenn vrezhonek meziant frank.
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Rann eus ...
Poellad frank
Iskevrennad eus | freely redistributable software, source-available software, meziant, free content |
---|---|
Rann eus | open knowledge |
Arvez | Goulev |
Luskad | free software movement |
Hashtag | freesoftware |
Dezverket dre | four freedoms |
Istor | history of free and open-source software |
Enebet ouzh | proprietary software |
Serriñ
Pa oa krouet al lavarenn-se gant Richard M. Stallman e oa kaoz eus ar frankiz evit an holl (arveridi pe diorroerien) seveniñ, eilañ, dasparzhañ, studiañ, kemmañ ha gwellaat ar seurt poellad-se.
E gerioù resisoc'h ez eus kaoz eus peder frankiz roet da neb zo e kerz ar poellad ha displeget e-barzh an aotre-implij a zeu gantañ.
- ar frankiz evit arverañ ar programm evit pep implij (frankiz 0)
- ar frankiz evit studiañ penaos ez a ar programm en-dro hag evit azasaat da bep ezhomm (frankiz 1) ; ret eo kaout ar c'hod-tarzh evit ober an traoù-se
- ar frankiz evit addasparzhañ eiladurioù hag evel-se reiñ harp d'e nes (frankiz 2)
- ar frankiz evit gwellaat ar programm hag evit embann e welladurioù ha dre-se lakaat ar gumuniezh da dennañ frouezh diouto (frankiz 3); evit-se ret eo kaout ur mont-tre digor d'ar c'hod-tarzh.