Paul Revere's Ride
From Wikipedia, the free encyclopedia
Paul Revere's Ride zo ur varzhoneg gant ar barzh stadunanat Henry Longfellow (1807-1882) en enor d'ar brogarour Paul Revere (1735-1818).
D'an 18 Ebrel 1775, Paul Revere ha tud all a skignas ar galv-diwall e Kontelezh Middlesex (Massachusetts), pa oa krog ar British Army da fiñval evit lakaat fin d'an emsavadeg amerikan. Antronoz e voe kentañ emgannoù Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet e Lexington ha Concord, e Middlesex.
D'ar 5 a viz Ebrel 1860, H. W. Longfellow a weladennas Old North Church Boston ; antronoz e voulc'has ar varzhoneg, 124 gwerzenn enni, a gont marc'hekadenn Paul Revere. Embannet e voe d'an 20 Kerzu 1860 e niverenn Genver 1861 ar gazetenn The Atlantic Monthly, bet diazezet e 1857 e Boston. Adembannet e voe e 1863 en dastumad Tales of a Wayside Inn dindan an anv « The Landlord's Tale » ("Danevell ar Perc'henn").