Mosoul
From Wikipedia, the free encyclopedia
Mosoul (arabeg : الموصل El-Mōṣul; sirieg : ܡܘܨܠ, Māwṣil) zo ur gêr e norzh Irak, 400 km eus Baghdad.
War glann dehoù ar stêr Digris e oa ar gêr hen, a oa enebet ouzh Ninive ("Ninweh") a oa war ar glann gleiz. Hiziv, gant kresk ar c'hêriekadur, en em led kêr Vosoul war daou ribl ar stêr. Eil kêr brasañ bro Irak eo hiziv-an-deiz.