Mor ar Struj
From Wikipedia, the free encyclopedia
Mor ar Struj (豐饒の海, Hôjô no umi) zo pevar romant gant ar skrivagner japanat Yukio Mishima, hag a seller outo evel e « destamant lennegel »
Mor ar Struj | |
---|---|
Golo an eil embannadur gallek : Hatsuhana oc'h ober pinijenn dindan lamm-dour Tonosawa, stampaj Kuniyoshi Utagawa | |
Oberer | Yukio Mishima |
Bro | Japan |
Kentskrid galleg | Marguerite Yourcenar |
Stumm | Romant |
Version orin | |
Yezh | Japaneg |
Titl | 豐饒の海 |
Bloavezh | 1965 - 1970 |
Version galleg | |
Troer | Tanguy Kenec'hdu (diwar ar saozneg) |
Embanner | Gallimard |
Rummad-levrioù | Biblos |
Lec'h embannadur | Pariz |
Bloavezh embannadur | 1988 |
Niver a bajennoù | 1489 |
ISBN | 2-07-071456-X |
Skrivet int bet etre 1965 ha 1970. Kontañ a reont buhez verr hag « adenkorfadurioù » unan eus ar penntud, Kiyoaki, en ur gontañ ivez tammoù eus buhez e vignon Honda. Adalek antronoz ar brezel etre bro Rus ha bro Japan, betek antronoz peuramerikanaet an Eil brezel bed, eo taolennet Japan an XXvet kantved, ar vourc’hizelezh hag ar vrientinelezh kornôkaet. Dont a ra titl an oberenn eus anv ur blaenenn ouelec’hel eus al Loar.
D’ar 25 a viz Du 1970, goude bezañ kaset an dornskrid d’e embanner, e oa en em lazhet Yukio Mishima e penngarter al lu japanat, hervez doare ar seppuku. Ar seurt emlazh-se zo meneget ha deskrivet e-barzh Kezeg Achapet, an eil tamm eus Mor ar Struj, ha muioc’h c’hoazh en danevell Karantez-Vro, dastumet e Marv e-kreiz an Hañv.