Minh Mạng
From Wikipedia, the free encyclopedia
Eil impalaer Viêt Nam eus an dierniezh Nguyễn e voe Minh Mạng Đế (Đế a dalv Impalaer e vietnameg), anvet Nguyễn Phúc Đảm pa voe ganet, anvet Nguyễn Phúc Kiểu ivez. Ganet eo bet d'ar 25 a viz Mae 1791. Aet eo da Anaon d'an 20 a viz Genver 1841.
Renet en deus eus ar 14 a viz C'hwevrer 1820 betek e varv d'an oad a 29 bloaz.[1]
Mab yaouankañ an impalaer Gia Long (1762-1820) e oa. Anavezet e oa evit e enebiezh ouzh emell ar C'hallaoued e Viêt Nam hag evit e gonfusianegezh strizh.
Gia Long a droc'has muioc'h c'hoazh e vro diouzh an diavaez dre ma koshaas. Setu perak e kavas Minh Mạng gwelloc'h evit bezañ e hêr.
Kendelc'her a reas Minh Mạng gant politikerezh an disfiz diouzh ar visionerien, o klask mirout outo da seveniñ o obererezhioù gant harzoù melestradurel ha goude o verzout o abostolerezh. Kas a reas ar bolitikerezh-se d'un diemglev gant Europiz, displijadur en diabarzh ha goude tagadennoù a-berzh Kornôgiz. Abalamour d'e sell mirour ne aotreas tost nevezinti ebet e Viêt Nam hag e lu a zeuas da vezañ warlerc'hiet peurgetket.
Bevenniñ a reas an eskemmoù hag ar c'henwerzh gant broioù ar C'hornôg hag e kreñvaas ar velestradurezh kreiz er vro. Bez' en doe da dalañ ouzh meur a emsavadeg. An hini bouezusañ a voe pa savas Su Viêt Nam enep e c'halloud e 1833, o kas d'ur brezel diabarzh hag a badas ur bloavezh. Gwashaat a reas an traoù pa glaskas armeoù Siam adkemer Kambodja digant Viêt Nam d'ar memes koulz. Dont a reas a-benn luoz Minh Mạng da chom mistri war an dachenn goude emgannoù padus.