Michel Gérard
kouer ,ha politikour breizhat / From Wikipedia, the free encyclopedia
Michel Gérard, bet ganet d'an 2 a viz Gouere 1737 e Roazhon[1] (Il-ha-Gwilun, Breizh) hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Kerzu 1815 e Menezgervant (Il-ha-Gwilun, Breizh), a oa ur c'houer breizhat.
Anavezet-mat eo dre ma voe-eñ ar c'houer nemetañ[2] bet dilennet da gannad an Trede-Stad e 1789[3]. Mont a reas da Versailhez eta da gemer perzh e labourioù ar Vodadenn vonreizhañ vroadel, hag eñ gwisket evel ma veze war ar pemdez. Ar pezh a zegasas brud dezhañ diouzhtu ha graet e voe "père Gérard" anezhañ ker buan all. Pa voe digoret an dalc'h d'ar 5 a viz Mae 1789 e voe ar c'hannad nemetañ a gomzas ar roue Loeiz XVI outañ o lâret dezhañ « Bonjour mon bonhomme ! »[4]. Michel Gérard an hini eo a ginnigas ar vonreizh da Loeiz XVI d'an 3 a viz Gwengolo 1791, kement-mañ diwar c'houlenn prezidant ar Vodadenn Théodore Vernier (1731-1818).
Chom a reas e karg eus ar 17 a viz Ebrel 1789 betek an 30 a viz Gwengolo 1791[5] pa voe divodet ar Vodadenn vonreizhañ vroadel ha distreiñ da Vreizh da-heul hep ober war-dro ar politikerezh ken.
Roet e voe e anv d'ur straed e Roazhon (d'ar 25 a viz Gouere 1983[6]) koulz hag e kêrioù all e Breizh evel Lannuon (Aodoù-an-Arvor), Menezgervant evel-just, Pazieg ha Torigneg-Fouilharzh (Il-ha-Gwilun).