Marie Marvingt
From Wikipedia, the free encyclopedia
Marie Félicie Élisabeth Marvingt, bet ganet d'an 20 a viz C'hwevrer 1875 en Orlhac hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Kerzu 1963 e Nancy, a oa ur sportourez, ur glañvdiourez, un ijinourez, ul levierez hag ur gazetennerez c'hall.
Fedoù berr-ha-berr
Marie Marvingt | |
---|---|
E 1912 | |
Ganedigezh | 20 C'hwevrer 1875 Orlhac |
Marv | 14 Kerzu 1963 Nancy |
Broadelezh | Gall |
Micherioù | Aervagerez • Kazetennerez Klañvdiourez • Levierez Skrivagnerez • Sportourez |
Brevedoù | 1899 (karr-tan) 1901 (baloñs sturius) Niv. 281, 8 Du 1910 (nijerez) 1960 (biñsaskell) |
Lesanv | La Fiancée du Danger |
Serriñ
Er sportoù e voe brudet da gentañ hag e c'hounezas meur a briz ; goude-se e troas war-du an aervagerezh e 1891 hag an nijerezh e 1910 ; un nijerez-ambulañs a voe ijinet ganti e 1912.
Meur a rekord etrebroadel a dapas e meur a ziskiblezh, hag ar vaouez enoret ar muiañ en Istor Bro-C'hall e voe.