Marie-Catherine d'Aulnoy
skrivagnerez gallek / From Wikipedia, the free encyclopedia
Marie-Catherine Le Jumel de Barneville, Baronne d'Aulnoy, ganet e Barneville-la-Bertran d'ar 4 a viz Genver 1651, ha marvet en Pariz d'an 13 a viz Genver 1705) a oa ur skrivagnerez c'hall brudet he marvailhoù, a veze anvet ganti contes de fée (marvailhoù boudiged ), un anv a vez graet gantañ c'hoazh[1]. Kontrol da Charles Perrault he deus klasket flemmañ dre alegoriennoù. Keñveriet e vez a-wechoù ouzh Jean de La Fontaine dre ma flemme dre zindan lez ar roue ha kevredigezh c'hall ar XVIIvet kantved. Ur plac'h lemm he spered ha diroll he buhez eo bet. Ganti e voe krouet an doare lennegezh anvet kontadenn varzhus.