Manuel Godoy
From Wikipedia, the free encyclopedia
Manuel Godoy y Álvarez de Faria Rios (Badajoz, 1767 - París, 1851) a oa un den uhel ha polítikour spagnol, kentañ ministr Roue Spagn, Carlos IV entre 1792 ha 1797, hag adarre etre 1801 ha 1808. Bez e oa dug la Alcudia ha Sueca, priñs ar Paz, goude marc'hata Peoc'h Basel e 1795, titl a voe disklêriet e-maez al lezenn gant ar roue Fernando VII diwezhatoc'h, ma voe kemeret gant Godoy neuze, hag eñ en harlu, gant an titl italian a briñs Bassano.
Hidalgo a orin, savet d'ar galloud gant ar roue Carlos IV, a roas titloù hag enorioù dezhañ, madoù e-leizh. Ne deuas ket a-benn da virout ouzh aloubadeg Spagn ha dilez Carlos IV. An impalaer gall Napoleon Iañ a rae fae warnañ, dre ma ne oa ket feal a-walc'h dezhañ, evel a welas gant aloubadeg Portugal en 1801, hag ar galv a reas d'en em sevel a-enep Bro-C'hall da vare emgann Jena e 1806.