Malá Strana
From Wikipedia, the free encyclopedia
Malá Strana (distagañ :, a dalvez : an tu bihan) a zo unan eus karterioù kreiz-kêr Praha hag unan eus ar re zedennusañ, asambles gant Hradčany (er c'hornôg) ha Staré Město er reter.
Lec'hiet eo Malá Strana etre ar stêr Vltava ha torgennoù Kastell Praha ha re Petřín. Lavaret e vez tu bihan da ziforc'hañ ar c'harter diouzh ar Gêr Gozh (Staré Město) hag a zo brasoc'h evitañ. Liammet eo an daou garter gant pont Charlez. Er Grennamzer e veze annezet ar c'harter gant Alamaned dreist-holl. Al lod brasañ anezho a oa kenwerzherien, artizaned pe kannaded noblañs an Impalaeriezh santel roman german. Er c'hontrol ez eo Tcheked a veze kavet er Gêr Gozh.