Mahābhārata
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Mahābhārata (Devanāgarī महाभारत, LFE məɦaːˈbʱaːrətə) zo unan eus daou zanevellgan sañskritek meur Henindia, an eil o vezañ ar Rāmāyaṇa. Ul lodenn eus an itihāsa (pe "istor") hindouat eo an danevellgan.
Ouzhpenn danevell meurganel brezel Kurukṣetra ha tonkadur ar gKaurava-ed hag ar bPāṇḍava-ed ez eus er Mahābhārata kalz a zanvez prederouriezhel ha deoliezhel, evel ar gaozeadenn diwar-benn "pevar fal ar vuhez" pe puruṣārtha (12.161). Setu int amañ : dharma (an ober reizh) ; artha (ar pal) ; kāma (ar blijadur) ha mokṣa (an dieubidigezh). E-touez an oberoù hag an istorioù pennañ a ya d'ober ar Mahābhārata e kaver ar Bhagavad-Gītā, istor Damayantī, ur stumm berraet eus ar Rāmāyaṇa, hag ar Ṛṣyaśṛṅga, a vez sellet outo alies evel oberennoù en o unan.
Hervez an hengoun e lakaer Vyāsa da oberour ar Mahābhārata. Meur a daol-arnod a zo bet evit klask diluziañ penaos eo kresket ha penaos eo bet savet ar gwiskadoù anezhañ a-hed e istor. Ne voe ket savet al lodennoù koshañ eus an destenn abretoc'h eget war-dro 400 kent JK.[1] Tizhet he devoa an destenn he stumm-diwezh e penn kentañ ar prantad Gupta (war-dro ar IV kantved goude JK) moarvat[2] Gallout a reer treiñ an titl evel "kontadenn veur tierniezh Bhārata". Gouez d'ar Mahābhārata e-unan ez eo hiraet ar gontadenn diwar ur stumm berroc'h a 24 000 gwerzenn anvet Bhārata hepken.[3].
Gant war-dro kant mil gwerzenn, arroudoù hir lavar plaen, pe war-dro 1,8 milion a c'herioù en holl, ez eo ar Mahābhārata dek gwezh ken hir hag an Ilias hag an Odysseia a-gevret war-bouez nebeud, pe war-dro peder gwezh ken hir hag ar Rāmāyaṇa[4],[5].