Māoried
From Wikipedia, the free encyclopedia
Māori eo anv ur bobl a zo staliet e Zeland-Nevez. Ar maorieg eo o yezh. Dont a rejont di etre 1320 ha 1350 o tont eus Polinezia ar Reter. Dre ar c'hantvedoù a tiorrojont ur sevenadur dibar, disheñvel diouzh re ar pobloù polenezian all gant e vojennoù, e artizanerezh hag e arvestoù. Europeiz en em stailhjont er vro adalek ar XVIIvet kantved.
Hervez niveradeg 2018 ez eus 775 836 Māori er vro, da lavaret eo 16,5 % eus ar boblañs.