Statud mirerezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Statud mirerezh ur spesad zo ur merker hag a ro an tu da briziañ pegen bras eo ar riskl en deus ar spesad da vont da get d'ur mare bennak.
Diskouez a ra hag-eñ ez eus eus ar strollad boudoù bev-se c'hoazh ha, ma'z eus, e petore dañjer emañ ar strollad da vont da get en amzer da zont. Kalz dezverkoù a vez kemeret e kont. Ouzhepnn da niver al loened bev c'hoazh e seller ouzh feur digresk pe kresk ar strollad, an dañjerioù anavezet ha kement a zo.
Reizhiadoù disheñvel eus Statud mirerezh zo hag a vez implijet el live etrebroadel, e strolladoù broioù zo, hag el liveoù broadel ha lec'hel.