Lazhadegoù ar foibe
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lazhadegoù ar foibe zo lazhadegoù graet en Istria, er foibe (liester ar ger foiba, hag a dalv kement ha "fezier"). Meur a lazhadeg a c'hoarvezas enne, met brudet eo ar re a c'hoarvezas e dibenn an Eil Brezel-bed, pa zeuas bagadoù komunourien eus Yougoslavia da aloubiñ kêr Drieste. Miliadoù a dud a vije bet lazhet e Venezia Giulia, Istria ha Dalmatia, ha taolet o c'horfoù e fezier naturel. N'eo ket sur e vijent bet lazhet holl gant komunourien eus Yougoslavia avat, rak lazhadegoù ivez a voe graet gant Alamaned ha faskourien italian.