Ur grib zo ur benveg dantek, da gribañ ha kempenn ar blev. Pell zo eo anavezet ar c'hriboù peogwir ez eus bet kavet kriboù graet en eskern eus ar bloavezhioù 8 000 kent JK, e Lec'hlenn.
Kriboù gant dent stank-ha-stank a vez implijet evit dilaouañ ar pennadoù blev.