Priñselezh Katalonia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Katalonia (Principat de Catalunya e katalaneg ha Principautat de Catalonha en okitaneg), e spagnoleg Principado de Cataluña ha Principatus Cathaloniæ e Latin, a zo ur vroad istorel eus tu biz ledenez Iberia, a bep tu d'ar Pireneoù. Rannet eo e div velestradurezh dishañval-bras: diouzh un tu emañ Kumuniezh Emren Katalonia e-barzh Stad Spagn abaoe 1716, anvet ivez Katalonia ar Su (Catalunya del Sud pe Catalunya hepmuiken), ha Katalonia an Norzh (Catalunya del Nord pe Catalunya Nord), e Stad Frañs abaoe 1659. E-keñver istor e klot gant ar pezh e oa Priñselezh Katalonia.
- Gant ar ger «Katalonia» e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Katalonia (disheñvelout).
Un darn eus ar Broioù Katalan eo Katalonia.