Kaozeadenn Implijer:Breizhadig
From Wikipedia, the free encyclopedia
--Fulup 19 Du 2005 da 20:36 (UTC)
- Trugarez da chom hep reizhañ traoù n'int ket fazioù war ar pennadoù. N'eo ket un dra ret tamm ebet e brezhoneg lakaat ar ger miz dirak un deiziad, daoust d'ar boaz zo dre gomz. Divizet ez eus bet e oa tu da aozañ an deiziadoù evel-se war ar Wiki. Skañvoc'h eo hag ouzhpenn eo bet diazezet an holl batromoù a servij d'ober liammoù evit an deiziadoù evel-se. Ma ouzhpennez miz e torrez al liamm. --Fulup 19 Du 2005 da 20:46 (UTC)
Degemer mat war Wikipedia, Breizhadig !
Diouzhtu e c'hallez mont da sellet ouzh an alioù kentañ evit kemmañ ha skridaozañ pennadoù war Wikipedia.
Gallout a rez ivez mont da foar ar goulennoù (FAG), da ereadur Wikipedia hag ober taolioù esae er poull-traezh. Kavout a ri an holl draoù-se displeget dre ar munud war al levr-heñchañ evit stagañ gant Wikipedia.
Evit ma vo klok an degemer e kinnigan dit mont d'ober un tamm tro war ar reolennoù da heuliañ (reolennoù an neptuegezh, an degemer pennadoù, ar gwirioù aozer...) ha war pajennoù ar raktresoù. Moarvat e kavi tra pe dra dedennus evidout dre eno.
Evit sinañ da gemennadennoù (war ar pajennoù kaozeal nemetken), e c'hallez bizskrivañ ~~~ ; ha gant ur pevare tildenn, ouzhpenn da "sinadur", e vo diskouezet an deiz hag an eur (~~~~). Arabat sinañ pennadoù ar c'helc'hgeriadur. Posupl eo adkavout --Fulup 20 Kzu 2005 da 17:23 (UTC)roll an aozerien en ur glokañ war rann Istor pep pennad.
A-wechoù e vez implijet arouezennoù pe gerioù kevrinus gant ar Wikipedourien : adkavout anezho a --Fulup 20 Kzu 2005 da 17:23 (UTC)c'hallez ma'z ez war ar bajenn luc'haj. Eno emañ displeget o zalvoudegezh.
Mar fell dit e c'hallez lavaret deomp piv out, eus pelec'h out ha gant petra out dedennet. Evit se e c'hallez personelaat da bajenn hiniennel. Mard deuez eus ur Wikipedia all, na zisoñjez ket da lakaat liammoù war-du da bajennoù hiniennel all. Gallout a rez dont d'en em ginnig war kannadig ar Wikipedourien nevez ivez.
Kement hag aesaat an eskemmoù etre an implijerien disheñvel o yezh e c'hallez merkañ ar yezhoù boaziet ganit — ha da beseurt live — en ur lakaat unan eus ar patromoù a gavi war Wikipedia:Babel war da bajenn bersonel.
Ha ma'z peus goulennoù da sevel, arabat chom etre daou soñj a-raok dont e darempred ganin. Gallout a rez sevel da c'houlennoù en ti-chopin ivez, pe ouzh an implijerien prest da sikour, pe c'hoazh dont da gaozeal war IRC.
Avel vat war ar c'helc'hgeriadur kentañ e brezhoneg !
--Fulup 17 Kzu 2005 da 21:42 (UTC)
- Ur fazi lec'hiañ zo bet graet ganit evit ar bajenn Langaj chon (barrennig-stagañ diezhomm). Pajennoù dibar (ispisial) eo ar pajennoù dindan askell Wikipedia, n'int ket pennadoù kelc'hgeriadur. Enno e renker ar pennadoù a denn da mont en-dro ar wiki pe ar gumuniezh. Lakaet em eus diverkañ ar bajenn hag adsavet em eus ar pennad gant el lec'h reizh : Langaj chon. Fulup
- Trugarez da vezañ lakaet pep-tra en urzh mat, n'on ket kustumet mat gant wiki c’hoazh ;o) Breizhadig