Kamp-diouennañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur c’hamp-diouennañ a zo ur c’hamp-bac’h aozet evit lazhañ tud a vernioù (a gantadoù pe a viliadoù). Peurvuiañ e vez graet an anv-se eus ar c’hampoù-diouennañ savet gant an Nazied e-pad an eil brezel bed.
Iskevrennad eus | Kamp-bac'h nazi |
---|---|
Implij | gouennlazh |
Lec'h | Polonia |
Implijet gant | Trede Reich, Schutzstaffel, SS-Totenkopfverbände |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Nazi extermination camps |
E kampoù-diouennañ an Nazied e veze aozet ha kaset da benn, gant doareoù an industriezh, al lazhadegañ tud a veze kavet diezhomm, Yuzevien anezho dreist-holl, hogen tsiganed hag heñvelrevidi ivez. Evit a sell ar Yuzevien e veze graet «an diskoulm diwezhañ da gudenn ar Yuzevien » eus al lazhadegañ gant an dud e karg dindan an Nazied.
E-kerzh kendiviz Wannsee, e-kichenik Berlin, d’an 20 a viz Genver 1942, eo e voe kemeret an disentez da ziouennañ an dud « diezhomm ».
Klasket e oa bet diouennañ an dud siet a gorf pe a spered (programm T4) e-barzh ar Reich a-raok klask kas da benn an diskoulm diwezhañ d’ar gudenn yuzev. D’ar c’houlz-se eo e oa bet graet al lazhoù kentañ gant gaz. Ranket o devoa an Nazied paouez gant an euzh hag an droug a oa savet er vro war-lerc’h ma oa bet brudet an oberoù-se gant an ilizoù protestant.
Kregiñ a ra marevezh al lazhadegañ yuzevien gant aozadur ar c’hampoù-diouennañ. A-raok-se e veze klasket o distruj gant an naonegezh hag ar c’hleñvedoù, ha dre o heskinañ er ghettoioù ma oant bet tolpet dre heg er broioù aloubet er Reter gant an Nazied. E nevezamzer ar bloavezh 1941, ha gant aloubadeg an Unvaniezh Sovietek eo e krogas lazhadeg groñs ar Yuzevien. A-drek linenn an talbenn e veze kaset en-dro gant bagadoù arbennik anvet Einsatzgruppen, a voe lazhet gante etre 700 000 hag 800 000 a dud.