Genghis Khan
From Wikipedia, the free encyclopedia
Gengis Khan (distaget: [ʧiŋgɪs χaːŋ]; mongoleg: Чингис Хаан; sinaeg: 成吉思汗; turkeg: Cengiz Han) Temüjin (mongoleg: Тэмүүжин; sinaeg 鐵木真, pinyin: Tiěmùzhēn) diouzh e anv gwir a zo bet ganet e 1162. Marvet eo e 1227.
Impalaer mongol e voe. Unvaniñ a reas ar meuriadoù turk ha mongol eus kreiz Azia ha dre se e savas e impalaeriezh. Aloubiñ a reas al lodenn vat eus Azia, Sina, Rusia, Persia, ar reter nesañ ha tout. Reter Europa a yeas gantañ ivez.
E vab-bihan, Kubilai Khan, a voe impalaer kentañ ar rummad-rouanez Yuan e Sina.