Inizi ar stêr Clyde
From Wikipedia, the free encyclopedia
Enezeier al Linne Chluaidh a vez graet ouzh an enezennoù a zo etre Siorrachd Inbhir Àir hag Earra-Ghàidheal e Linne Chluaidh. War c'hwec'h enezenn hepken ez eus tud o chom e-touesk an 40 enezenn. Ar re vrasañ hag ar re ma vez kavet ar muiañ a dud eo Eilean Arainn, Eilean Bhòid, Cumaradh Mòr hag Eilean MoLaise. Betek Innis Mheàrnaig e kas ar bagoù ivez.
Pa gomzer eus enez (pe enezenn) amañ e reer anv eus un douar gant mor en-dro dezhañ bemdez, met n'eo ket a-hed an deiz, ha n'eo ket stag ouzh un douar bras dre ur pont pe ur chaoser.[1]. N'eus pont ebet da stagañ an inizi-mañ, pezh n'eo ket gwir evit holl inizi ar peder enezeg vrasoc'h.