Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet
tiriad ar Stadoù-Unanet Amerika / From Wikipedia, the free encyclopedia
Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet (stumm ofisiel saoznek: Virgin Islands of the United States, anvet alies United States Virgin Islands, U.S. Virgin Islands pe USVI) pe an Inizi Gwerc'h Stadunanat, a zo ur strollad inizi eus an Antilhez, anezho un takad enezel eus ar Stadoù-Unanet. Un darn int eus enezeg an Inizi Gwerc'h, en Antilhez Bihanañ.
- Ur pennad Inizi Gwerc'h zo ivez.
Saint Croix, Saint John, hag Enez Saint Thomas eo an inizi pennañ, ha Water Island zo bihanoc'h ha disparti evel ma'z eo inizi bihan all ivez.
108,612 a dud a oa o chom eno e 2001, hag an touristerezh eo ar gennad pennañ en ekonomiezh.
Betek 1916 e oa dalc'het an inizi gant Danmark. Hervez ABU eo un tiriad diemren, hag e statud hervez SUA eo hini un "tiriad aozet ha diembarzhet".