Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù
From Wikipedia, the free encyclopedia
Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù eo an anv a roer da hollad ar broioù a voe e dalc’h an Izelvroioù etre ar XVIIvet hag an XXvet kantved. Gant an Izelvroioù e voe heuliet skouer Portugal ha Spagn o doa savet trevadennoù er-maez eus Europa.
Broudet e voent gant o barregezh war tachennoù ar verdeadurezh hag ar c'henwerzh ha gant al lañs a oa en o bro gant ar vroadelouriezh da vare stourm an Izelvroioù evit en em zistagañ diouzh Spagn. Evel en Impalaeriezh trevadennel Breizh-Veur, e voe savet trevadennoù da gentañ gant kevredadoù kevalaour dizalc’h diouzh ar stad, evel da skouer Kompagnunezh nederlandat Indez ar Reter. Diwezhatoc’h hepken e voe kemeret an emell eus an trevadennoù-se gant ar stad. Kenwerzhourien ha moraerien eus an Izelvroioù ivez a gemeras perzh er beajoù da zizoleiñ ar voul-douar a voe, gant Europiz, er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved ; ar broioù ergerzhet gant tud evel Willem Barents, Henry Hudson,Willem Janszoon pe Abel Tasman avat, ne zeujont ket da vezañ trevadennoù eus an Izelvroioù.
Adalek ar XVIvet kantved e kreskas beli an Izelvroioù war vor gant nerzh o morlu. Ren a raent war ar c’henwerzh war vor dre ar bed a-bezh a-benn an eil hanterenn eus ar XVIIvet kantved : unan eus galloudoù pennañ ar bed e oa deuet an Izelvroioù da vezañ. E-keit-se e oa o sevenadur o vleuniañ, ken ma reer Oadvezh Aour an Izelvroioù eus an amzer-hont. Da vare an Dispac'h gall avat e kollas an Izelvroioù ul lodenn vat eus o zrevadennoù, war un dro gant o galloud war vor, pa voent aloubet gant armeoù Bro-C’hall. Etre 1795 ha 1814 e voe an Izelvroioù dindan gouarnamantoù e dalc’h ar C’hallaoued, ha kouezhañ a reas o zrevadennoù etre krabanoù Breizh-Veur. Goude 1815 e voe rentet o zrevadennoù d’an Izelvroioù ha chom a rejont dindan renerezh Den Haag, betek diskar an impalaeriezhioù trevadennel en XXvet kantved. Hiziv an deiz e chom stag Aruba hag an Antilhez Nederlandat ouzh an Izelvroioù o-unan, en ur framm laosk anvet Rouantelezh an Izelvroioù.