Impalaeriezh inka
From Wikipedia, the free encyclopedia
An Impalaeriezh inka (quechua : Tawantinsuyu, "Ar peder rannvro"), a oa bet impalaeriezh vrasañ ar sevenadurezh rakkolombian. Marteze e vefe bet an impalaeriezh ledanañ er bed a-raok ar XVIvet kantved. Lec'h kreiz melestradurez politikel ha milourel an Impalaeriezh inka a oa lec'hiet e Qusqu, hiziv e Perou. Ar gevredigezh inka a oa bet ganet e menezioù Perou e-tro penn-kentañ an XIIIvet kantved. Al lec'h kreñv diwezhañ a voe aloubet gant ar Spagnoled e 1572.
Deiziad krouiñ | 1438 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Tawantinsuyu |
Relijion | religion in the Inca Empire |
Office held by head of the organization | Sapa Inca |
Yezh ofisiel | kechuaeg |
Kevandir | Suamerika |
Kêr-benn | Qusqu |
Daveennoù douaroniel | 13°31′0″S 71°58′0″W |
Renad politikel | monarkiezh hollveliek, Azeuladur an impalaer |
Penn ar Stad | Atahualpa, Pachacútec, Túpac Inca Yupanqui, Huayna Capac, Huáscar |
Raklec'hiet gant | Kingdom of Cusco |
Heuliet gant | Neo-Inca State, Viceroyalty of Peru |
Yezh implijet | Classical Quechua, kechuaeg, yezhoù aymarek, puquinaeg, Mochica |
Deiziad divodadur | 1533 |
Adalek 1438 betek 1533, an Inkaed a oa deuet a-benn da aloubiñ douaroù e-leizh e kornôg Suamerika, dreist-holl tro-dro an Andoù. Aloubet e oa bet an douaroù dre ar brezel pe dre ur c'hendeuziñ hep feulster.
An ekonomiezh inka a vez diskrivet evel "gladdalc'hel, sklavel, sokialour (tabut a zo etre skeudenn ar "baradoz sokialour" hag an "diranelezh sokialour"). Darn eus an ekonomiezh ne implije ket ar moneiz nag ar marc'hadoù. E-lec'h se e veze implijet eskemmoù eeun marc'hadourezhioù ha servijoù. Diazezet e oa an ekonomiezh war al liammoù etre hiniennoù, strolladoù tud ha renerien inka an ekonomiezh. An "Tailhoù" a oa e stumm labourioù ret un hinienn evit an Impalaeriezh. Lezennourien an Inkaed (a oa normalamant perc'henned an holl vinvioù produiñ) a oa rediet da bourveziñ boued d'al labourerien, koulz hag evaj dreist-holl e-pad festoù bras, rediet e oant ivez da gavout douar a-walc'h evit o holl sujedoù.