Hamas
From Wikipedia, the free encyclopedia
Hamas (en arabeg حماس, Ḥamās ha teskanv evit Ḥarakat al-muqāwama al-islāmiyya, حركة المقاومة الإسلامية Luskad an Emsav Islamek) eo anv un aozadur palestinat broadelour hag islamour. Talvezout a ra ar ger hamas kement ha jourdoul, lañs, gred e brezhoneg. Palioù ar strollad eo ar stourm armet a-enep da Stad Israel a vez sellet gantañ evel ouzh ur Stad direizhwir, ha savidigezh ur Stad islamek e Palestina gant Jeruzalem da gêr-benn.
- Anv kozh ur strollad politikel aljerian, Luskad ar Gevredigezh evit ar Peoc'h, eo "Hamas" ivez
Deiziad krouiñ | 10 Kzu 1987 |
---|---|
Anv ofisiel | حركة المقاومة الإسلامية |
Anv er yezh a orin | حركة المقاومة الإسلامية |
Relijion | Islam sunnit |
Perzhiad e | Israel–Hamas war |
Korf an arme | Izz ad-Din al-Qassam Brigades |
Diazezer | Ahmed Yassin, Abdel Aziz al-Rantissi, Mahmoud al-Zahar |
Prezidant | Yahya Sinwar, Ismail Haniyah |
Stad | Stad Palestina |
Ezel eus | Breudeur vuzulman |
Lec'h diazez | Bandenn Gaza |
Perc'henn war | Al-Aqsa TV |
Sez sokial | Gaza |
Bro orin | Stad Palestina |
Darvoud-alc'hwez | Re'im music festival massacre, sexual assault and torture of Israeli hostage Amit Soussana by Hamas captors |
SRGB color hex triplet | 008000 |
Lec'hienn ofisiel | https://hamasinfo.info/ |
Rummad evit an izili | Category:Hamas members |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/hamas |
Politikerezh - Porched ar politikerezh
|
Prezidant: Mahmoud Abbas |
Enskrivet eo bet war roll an aozadurioù sponterezh gant Israel, ar Stadoù-Unanet hag an UE. Disklêriet eo bet ganto ne vefe ket anavezet Hamas evel kendivizer en argerzh peoc'h e ken kaz e vije izili anezhañ e gouarnamant da zont dilennadeg kannaded Palestina 2006.