François Georges-Picot
From Wikipedia, the free encyclopedia
François Georges-Picot (1870–1951) a oa un alvokad hag un diplomat gall hag a gevraouas an Emglev Sykes-Picot gant an diplomat saoz Sir Mark Sykes (1879-1919) etre miz Du 1915 ha miz Meurzh 1916 a-zivout rannadur ar Reter-Nesañ a-c'houde ar Brezel-bed kentañ.
Fedoù berr-ha-berr François-Georges Picot ...
François-Georges Picot | |
---|---|
D'ar 26 a viz Genver 1918 | |
Ganedigezh | 21 a viz Kerzu 1870 Paris Bro-C'hall |
Marv | 20 a viz Mezheven 1951 Paris Bro-C'hall |
Broadelezh | Gall |
Micher | Alvokad Diplomat |
Kargoù | |
Koñsul Bro-C'hall | |
Liban | (1896-1914) |
Kannadour Bro-C'hall | |
Bulgaria Arc'hantina | (1920-1925) (1948-1951) |
Serriñ
Kuzh e oa an emglev-se, a voe sinet d'ar 16 a viz Mae 1916 etre Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet evit rannañ an Impalaeriezh otoman kenetrezo, pa c'houlakaent e vije trec'h ar c'hengevredad anvet Emglev tridoubl (Bro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet, Impalaeriezh Rusia, hag Italia diwezhatoc'h) war an Impalaeriezh otoman er Brezel-bed kentañ — kement-se holl hep derc'hel stad eus mennozhioù an Arabed.