Eur hañv
From Wikipedia, the free encyclopedia
An eur hañv a zo ur sistem a vez graet gantañ gant kalzik a vroioù eus an hantervoul norzh hag eus an hantervoul su. Graet e vez dre vras gant broioù eus an takadoù kerreizh e-lec'h ma'z eus kemm etre padelezh an deiz en hañv ha padelezh an deiz er goañv. E broioù Unaniezh Europa e vez graet ar cheñchamant d'ar Sul diwezhañ eus miz Meurzh ma vez abredet an eurieroù eus un eur (ne vez nemet 23 eurvezh en devezh-se). D’ar Sul diwezhañ eus miz Here e vez graet ar c'hontrol hag e vez pellaet an eurieroù eus un eur (en devezh-se e vez 25 eurvezh). A bep seurt abegoù a vez roet evit an dra-se. Unan eus an abegoù kentañ a oa espern petrol dre sklêrijenniñ nebeutoc'h. Bremañ e lakaer kentoc'h en a-raok an amzer sklêrijenn d'abardaez-noz evit an amzer vak hag evit ober e vad eus ar vakañsoù.