Emsavadeg ar Strollad Wagner
From Wikipedia, the free encyclopedia
D'an 23 a viz Even 2023, ar Strollad Wagner, un aozadur damsoudardel rusian, a oa emsavet a-enep pennoù-bras Rusia. An emsavadeg zo bet awenet gant an enebadur daonet etre Ministrerezh an Difenn e Rusia ha Yevgeny Prigojin, penn ar Strollad Wagner.
Emsavadeg ar Strollad Wagner | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 | |||||||||
| |||||||||
Emgannerien | |||||||||
Strollad Wagner Soudarded ministrerezh difenn Rusia | Gouarnamant Rusia | ||||||||
Pennoù-brezel | |||||||||
Yevgeny Priojin | Vladimir Poutin | ||||||||
Niver a emgannerien | |||||||||
8000 -25 000 Nerzhioù lu Wagner + harperien trevour ha soudarded hag ofiserien Ministrerezh difenn Rusia | Dianav | ||||||||
Kolloù | |||||||||
Wagner: 2 | 13 -20 marvet |
Prigojin en doa embannet e oa an emsavadeg unan da respont d'an tagadennoù gant nerzhioù lu Rusia a-enep e strollad goprsoudarded. Komzet en devoa war Telegram, oc'h embann e oa bet diabeg e gwirionez Aloubadeg Ukraina gant Rusia, e oa dre fazi ministr an Difenn Sergei Choigou ma oa hir ha diaes an aloubadeg, hag embann et en doa zoken e oa Choigou o profitañ hag o lakaat padout ar brezel evit laerezh arc'hant ha madoù gant sikour oligarked rusian.
D'ar 24 a viz Even, ar prezidant rusian Vladimir Poutin en doa diskuliet obererezhioù ar Strollad Wagner ha graet « treitourien » anezho.
D'an 23 a viz Even, Unvezioù Wagner distroet eus Ukraina o doa aloubet kêr Rostov-an-Don, pennlec'h an Distrig milourel Su e Rusia. Peder heuliadeg kirri Wagner a oa bet o vont goude-se war hent Moskov. Ar pal e vije bet tizhout kêr buan a-raok ma vije bet un enebargadenn gant nerzhioù lu ar vro. Paouezet e oa bet trumm an emsavadeg ha distroet e oa ar goprsoudarded d'o c'hampoù d'ar 24 a viz Even, goude un emglev gant Alyaksandr Loukachenka, prezidant Belarus.