Emgann Castelfidardo
From Wikipedia, the free encyclopedia
En emgann Castelfidardo, c'hoarvezet d'an 18 a viz Gwengolo 1860 en ur gêr vihan eus Marche, e voe trec'h arme Rouantelezh Sardigna, dindan ar jeneral Enrico Cialdini war soudarded ar jeneral gall Lamoricière a oa o tifenn Stadoù ar Pab.
Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Stad ...
Emgann Castelfidardo
Rann eus | Risorgimento |
---|---|
Stad | Stadoù ar Pab |
Lec'h | Castelfidardo |
Daveennoù douaroniel | 43°13′0″N 13°23′0″K |
Deiziad | 18 Gwe 1860 |
Serriñ
Niverusoc'h e oa soudarded Piemonte, un 39 000 anezho, e-skoaz re ar Pab ha ne oa nemet 10 000 anezho. Ar re-se a oa dindan urzhioù ar jeneraled c'hall Louis Juchault de Lamoricière ha Georges de Pimodan. Kalz eus soudarded ar Pab a deue eus Breizh, kornôg Bro-C'hall ha Belgia. Goude-se e voe savet korfarme zouaved ar pab.