Doire (kêr)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Doire (distaget: [ˈdorʲə]) pe Doire Cholm Cille, Derry (distaget: [ˈdɛrɪ]) pe Londonderry e saozneg, zo ur gêr vras e Hanternoz Iwerzhon, e kontelezh Doire. E saozneg e ra ar vroadelourien gant an anv Derry, pa ra an unanourien (ar re a-du gant ar Rouantelezh Unanet) gant an anv Londonderry.
- Ur pennad Doire zo ivez.
Emañ ar gêr gozh war ribl kleiz ar stêr Feabhal; bremañ en em astenn kêr en daou du d'ar stêr. Poblañs kêr hec'h-unan a oa 83 652 a dud e niveradeg 2001. En tolpad-kêrioù en em astenn war-hed 20 miltir (32 km) diouzh kreiz-kêr ez eus ouzhpenn 237 000 den (istimadur: 2008). Tost eo Doire da harzoù kontelezh Dún na nGall ha Republik Iwerzhon. Pevare brasañ kêr Iwerzhon an hini eo hag an eil e Norzhiwerzhon.