Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den
From Wikipedia, the free encyclopedia
Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den zo un disklêriadur degemeret gant Emvod-meur ar Broadoù Unanet d'an 10 a viz Kerzu 1948 e Pariz. Gwirioù mab-den diazez a zo anavezet gantañ. John Peters Humphrey, Eleanor Roosevelt ha René Cassin a voe e bennoberourien.
Disklêriañ a ra an destenn-mañ gwirioù diazez an den, o anaoudegezh hag o douj gant al lezenn. N'eus redi gwirel ebet ennañ avat, n'eo nemet un embann gwirioù.
Koulskoude e voe degemeret gant 48 stad diwar 56. N'eus stad ebet he doa disklêriet e oa a-enep, hag eizh deusouto o doa abstenet. En o zouez Suafrika an apartheid a nac'has anavezout gwir ar c'hevatalder hep derc'hel kont eus ar ganidigezh pe ar ouenn. Arabia Saoudat a nagennas ar c'hevatalder etre paotred ha merc'hed. Absteniñ a reas Polonia, Tchekoslovakia, Yougoslavia ha Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Rusia, Ukraina, Belarus) ablamour ne oant ket a-du gant termenadur pennreolenn an hollvedelezh er mellad 2 dilinennad 1. Kavout a reer ivez stadoù Yemen ha Honduras.
Kavet e oa abeg en disklêriadur-mañ gant Jeane Kirkpatrick. Ur stourmerez amerikan evit ar gwirioù keodedel e oa. Diskuliañ a reas pilpouzerezh ar bolitikourien ha keñveriañ a reas disklêriadur hollvedell gwirioù-mab-den d'al lizher da zad Nedeleg.