Diego Velázquez
livour spagnol / From Wikipedia, the free encyclopedia
Diego Rodríguez de Silva y Velázquez (badezet d'ar 6 a viz Even 1599 e Sevilla - marvet d'ar 6 a viz Eost 1660 e Madrid) a oa ul livour spagnol. Yaouank-flamm e oa pa grogas da livañ hag un desker da Francisco Pacheco e oa. E 1623 en em stalias e Madrid ma voe anvet da livour ofisiel e lez Fulup IV.
Fedoù berr-ha-berr
Diego Velázquez | |
---|---|
Emboltred (1630) Musei Capitolini, Roma | |
Marevezh : | barok |
Ganedigezh : | 6 a viz Mezheven 1599 e Sevilla |
Marv : | 6 a viz Eost 1660 e Madrid |
Broadelezh : | Spagnat |
Barregezhioù | |
Pennañ : | livour |
Oberennoù pennañ | |
La rendición de Breda (1635) El retrato del papa Inocencio X (1649-51) Las Meninas (1656), e bennoberenn La fábula de Aracne (La Hilenderas) (1658) | |
Serriñ
E 1629 e veajas evit ar wech kentañ da Italia da wellaat e zoare-livañ. Goude e zistro e livas livadurioù-lez niverus evit ar familh roueel met ivez evit ar vinistred pe an intronezed a enor.
Livet pe treset en deus etre 120 ha 125 oberenn. Édouard Manet a rae anezhañ « livour al livourien » hag ar « brasañ livour zo bet anezhañ biskoazh ».
E Mirdi ar Prado emañ an darn vrasañ eus e oberenn.