Dañsadeg Dukez Richmond
From Wikipedia, the free encyclopedia
Dañsadeg Dugez Richmond a c'hoarvezas e Brusel d'ar 15 a viz Mezheven 1815, e derc'hent Emgann Quatre Bras, e ti Charlotte, Dugez Richmond. He fried, Charles Lennox, pevare Dug Richmond, a oa e penn ur rannarme e Brusel, karget da ziwall kêr diouzh arme Napoleone Buonaparte.
Elizabeth Longford a skrivas e oa "brudetañ dañsadeg an Istor" ; "un afer dispar e voe", ha "war-bouez tri jeneral, en em ziskouezas eno kement ofiser uhel a oa en arme Wellington", emezi.