Charles Cornwallis
From Wikipedia, the free encyclopedia
Charles Cornwallis, 1añ markiz Cornwallis, ezel eus ar Most Noble Order of the Garter hag eus Her Majesty's Most Honourable Privy Council, ganet d'an 31 a viz Kerzu 1738 e Londrez (Grosvenor Square) hag aet da anaon d'ar 5 a viz Here 1805 en India, Beskont Brome etre 1753 ha 1762, anavezet evel ar c'hont Cornwallis etre 1762 ha 1792, a oa un ofiser e lu Rouantelezh Breizh-Veur hag ur melestrour trevadennel.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | Charles Cornwallis, 1st Marquess Cornwallis |
Anv-bihan | Charles |
Anv-familh | Cornwallis |
Titl noblañs | Marquess Cornwallis |
Deiziad ganedigezh | 31 Kzu 1738 |
Lec'h ganedigezh | Grosvenor Square |
Deiziad ar marv | 5 Her 1805 |
Lec'h ar marv | Ghazipur |
Abeg ar marv | fever |
Tad | Charles Cornwallis, 1st Earl Cornwallis |
Mamm | Elizabeth Townshend |
Breur pe c'hoar | James Cornwallis, 4th Earl Cornwallis, Mary Cornwallis, William Cornwallis |
Pried | Jemima Cornwallis, Countess Cornwallis |
Bugel | Charles Cornwallis, 2nd Marquess Cornwallis, Lady Mary Cornwallis |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, tamileg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | diplomat, kargiad uhel, ofiser, politiker, army officer |
Bet war ar studi e | Eton College, Clare College, Military Academy of Modena |
Lec'h labour | Londrez |
Strollad politikel | Whigs |
Statud sokial | nobl |
Perzhiad e | Irish Rebellion of 1798 |
Grad milourel | major jeneral, jeneral |
Korf an arme | British Army |
Prizioù resevet | Knight of the Garter |
Deskrivet dre | Charles Cornwallis (1738–1805), Lord Brome, 1st Marquis Cornwallis, Charles, Second Earl and First Marquess Cornwallis (1738-1805) |
Er Stadoù-Unanet pe er Rouantelezh-Unanet e vez dalc'het soñj anezhañ evel unan eus ar jeneraled saoz e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. E godianidigezh e 1781 d'un nerzh Gall-Amerikan e-pad Seziz Yorktown a roas lamm da lod eus an obererezhioù brezel e Norzhamerika.
Servijet en doa ivez evel gouarnour sivil ha milourel en Iwerzhon hag en India; en div vro e tegasas kemmoù anat, gant skrid-emglev an unvaniñ en Iwerzhon (Act of Union in Ireland), hag ar C'hod Cornwallis kement hag an trevadenniñ dibad en India.