Charles Étienne Brasseur de Bourbourg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Charles-Étienne Brasseur de Bourbourg (8 Gwengolo 1814 – 8 Genver 1874) a oa anezhañ ur skrivagner gall, un etnologour, un istorour hag un arkeologour. Dont a reas da vezañ un arbennigour war studi Kreizamerika, ur ranndir ergerzhet gantañ a-zevri.
Kalz e skoazellas e skridoù, e embannadurioù hag e labour evit adkavout dielloù istorel dianket, da ledañ gouiziegezh a-zivout yezhoù, skridoù, istor ha sevenadur ar ranndir-se; dreist-holl e pledas gant ar sevenadurezhioù maya hag aztek. Padal, e vrizhlakadennoù diwar-benn an darempredoù a vije bet etre an Henvayaed ha kevandir kollet Atlantis a sachas evezh Ignatius L. Donnelly hag a vroudas brizhskiant ar Vayanegezh.