Caroline Lamb
From Wikipedia, the free encyclopedia
Caroline Lamb (1785–1828), anavezet ivez evel Lady Caroline Lamb daoust ma ne oa ket bet roet an titl dezhi, a oa un itron a renk uhel hag ur skrivagnerez saoz.
Dimezet e oa bet e 1805, da 19 vloaz, da William Lamb, beskont Melbourne (e anv, Melbourne, a voe roet d'ur gêr en Aostralia), politiker a bouez ha Ministr Kentañ.
Ur pennad e oa bet orgedet ar roue George IV outi. Brudet eo abalamour d'he c'harantez gant Lord Byron en 1812. Hi a oa sot gantañ, eñ a rae fae warni. Treiñ foll a reas, ha stagañ da evañ.