Bristol Beaufort
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Bristol Beaufort (Type 152 hervez an oberier) a oa un nijerez bombeziñ-torpediñ daougefluskerek eus ar Rouantelezh-Unanet, savet gant Bristol Aeroplane Company bet en implij e penn kentañ an Eil Brezel-bed gant ar Royal Air Force (Coastal Command) en Europa etre 1940 ha 1942. Servijet o deus evel bombezerezioù, torpederezioù, ha pozerezioù minoù e-pad an amzer-se. Goude-se o deus talvezet dreist-holl da zeskiñ leviañ kirri-nij. Implijet int bet ivez er Mor Kreizdouar a-enep al listri a bourveze an Afrika Korps hag a-hed ar brezel gant aerlu Aostralia. Graet e oa evit kaout 4 den e bourzh.
- Evit implijoù all, gwelet Beaufort.