Brezelioù Napoleon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezelioù amzervezh Napoleon, pe Brezelioù Napoleon dre verrdro, zo un heuliad brezelioù a c'hoarvezas en Europa p'edo Napoleone Buonaparte e penn Bro-C'hall . Darn anezho ne oant nemet un astenn d'ar brezelioù deuet war-lerc'h Dispac'h gall 1789, ha padout a rejont a-hed an Impalaeriezh c'hall kentañ. Dizemglev zo diwar-benn an deroù anezho. Darn a lavar e voent krog pa voe kemeret ar galloud gant ar jeneral Buonaparte, en miz Du 1799. Darn all a gav dezhe e kendalc'has brezelioù an Dispac'h gall betek en 1802, hag a gav dezho e krogas Brezelioù Napoleon pa voe diskleriet ar brezel entre Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet en 1803, goude ar peoc'h berr a voe war-lerc'h feur-emglev Amiens (1802).
Rann eus | Brezelioù ar C'henunaniezhioù |
---|---|
Anvet diwar | Napoleon Iañ |
Lec'h | Europa |
Raklec'hiet gant | Brezelioù an Dispac'h Gall |
Deiziad kregiñ | 18 Mae 1803 |
Deiziad echuiñ | 20 Du 1815 |
En desped d'an trec'h en diwezh war Napoleon, e voe trec'het pemp gwech ar c'henunaniezhioù savet a-enep dezhañ. Trec'h e voe Bro-C'hall:
- war ar c'hentañ hag an eil kenunaniezh e-pad ar brezelioù deuet war-lerc'h Dispac'h gall ,
- war an trede kenunaniezh (en emgann Austerlitz, hag en emgann Ulm),
- war ar pevare (en emgannoù Jena, Eylau, Friedland),
- war ar pempvet (en emgannoù Wagram, Eckmühl ).
Gant an trec'hioù-se e oa deuet an armeoù gall da grediñ ne oa arme all ebet evite, ha dreist-holl pa dostaas da gêr Moskou. Goude an emdennadeg eus Rusia, hag en desped d'an trec'hioù bihan, e voe faezhet Bro-C'hall gant ar c'hwec'hvet kenunaniezh en emgann Leipzig e 1813, hag ar seizhvet en Waterloo e 1815.
En holl d'an holl e voe lazhet entre 3,5 ha 6.5 milion a dud.