Brezelioù etre Maisor ha Bro-Saoz
From Wikipedia, the free encyclopedia
Meur a vrezel a voe etre Rouantelezh Maisor ha Bro-Saoz, pe ar British East India Company, e dibenn an XVIIIvet kantved. E tu ar Saozon e kaved ivez kengevredad ar Varated ha Nizam Hyderabad. Hyder Ali ha Tipu Sultan war e lerc'h a vrezelias war pevar zalbenn war un dro, ouzh ar Saozon er c'hornôg, er c'hreisteiz hag er reter, hag armeoù ar Varated hag an Nizam en hanternoz.
Fedoù berr-ha-berr Lec'h, Deiziad kregiñ ...
Brezelioù etre Maisor ha Bro-Saoz
Lec'h | South India |
---|---|
Deiziad kregiñ | 1767 |
Deiziad echuiñ | 1799 |
Perzhiad | Stad Maisor, British East India Company, Maratha Empire, Nizam of Hyderabad |
Serriñ
Er pevare brezel e voe trec'het ha lazhet Tipû Sâhib, diskaret e rouantelezh, ha kemeret ar vro gant ar British East India Company, a oa neuze mestr war an darn vrasañ eus India.