Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezel 1898 (Guerra de Cuba pe Desastre del 98 e Spagn ; Guerra hispano-cubano-norteamericana e Kuba ; Guerra hispanoamericana e Puerto Rico ;Spanish–American War e SUA) a voe ur brezel etre Spagn ha SUA hag a c'hoarvezas etre miz Ebrel ha miz Eost 1898, e-kerzh brezel-dieubiñ Kuba (1895-1898).
Rann eus | dispac'h Filipinez, Brezel-dieubiñ Kuba |
---|---|
Lec'h | Mor Karib |
Raklec'hiet gant | Brezel-dieubiñ Kuba |
Deiziad | 1898 |
Deiziad kregiñ | 25 Ebr 1898 |
Deiziad echuiñ | 11 Eos 1898 |
Perzhiad | Stadoù-Unanet, Republic of Cuba, Revolutionary Government of the Philippines, Spain under the Restoration |
Efed | Treaty of Paris |
Da neuze ne rene ket ar yaouaer Alfonso XIII, hag e vamm Maria Kristina Aostria, intañvez Alfonso XII, a oa rejantez, ha Práxedes Mateo Sagasta a oa prezidant ar gouarnamant spagnol, pa oa William McKinley prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
Klask a rae SUA lakaat o c'hrabanoù war an douaroù tramor diwezhañ a chome eus impalaeriezh Spagn, da lavarout eo Kuba, ar Filipinez, Puerto Rico ha Guam, war zigarez stourm evit o frankiz. Trec'h e voe SUA war arme Spagn.
D'an 10 a viz Kerzu 1898 e voe sinet feur-emglev Pariz a roe galloud da SUA war an holl zouaroù-se a oa bet kollet gant Spagn.[1]
Dizalc'h e voe Kuba betek 1901, pa zeuas SUA da lakaat o c'hrabanoù war drevadennoù spagnol ar Mor Karib.
Er Filipinez aloubet gant SUA e krogas brezel 1899-1902, etre an emsaverien ha SUA. Ar peurrest eus an douaroù dalc'het gant Spagn er Reter-Pellañ a voe gwerzhet d'an Impalaeriezh alaman dre Feur-emglev an 30 a viz C'hwevrer 1899 etre Spagn hag Alamagn, ma werzhas Spagn he enezegi diwezhañ d'an Impalaeriezh alaman — Inizi Mariana (war-bouez Guam), ar Palaos hag an Inizi Caroline — evit kement ha 25 milion a besetas (17 milion a zeutsch markoù).