António Portugal, Priol Crato
From Wikipedia, the free encyclopedia
António de Portugal, pe António Iañ, ganet e 1531 e Lisboa, marvet e 1595 e Pariz, a voe Roue Portugal adalek ar 24 a viz Gouhere betek ar 25 a viz Eost 1580, pa rankas leuskel e gurunenn gant Felipe II, Roue Spagn. Ezel e oa eus Urzh Sant Yann Jeruzalem ha lesanvet "Priol Crato".
Bastard reizhekaet d'an Infant Luís de Portugal e oa, ha da Yolande Gomes, yuzevez deuet da vout kristenez nevez. Skoliet e voe gant Bartolomeu dos Mártires e Coimbra ha degemeret e voe en Urzh an Ospital, ma oa Priol e dad. En 1574 e oa gouarnour Tanger.
Studiañ a reas e manati Costa ; e Coimbra e studias prederouriezh; en Évora, an doueoniezh, goude bout degemeret evel Priol Crato en Urzh Sant Yann Jeruzalem. Nac'h a reas bout beleget ha kas a rae e vuhez o c'hoari las.
Goude marv Sebastião Iañ e klaskas sevel war an tron, en hañv 1580, dre ma oa mab-bihan da Manuel Iañ Portugal. Abalamour ma oa ur bugel bastard, ha mab d'ur gristenez nevez, ne voe ket degemeret avat hag e genderv Felipe II, roue Spagn, a gasas e arme da aloubiñ Portugal. Mont a reas António d'an harlu da Vro-C'hall.