Alfonso IX León
From Wikipedia, the free encyclopedia
Alfonso de Borgoña, pe Alfonso IX (Zamora, 1171 - Sarria, 1230) a voe roue León ha roue Galiza (Rex Legionis et Gallecie) adal Genver 1188 betek e varv.
Mab e oa da Fernando II León ha da Urraca Portugal. Bec'h en doe gant e lezvamm Urraca López de Haro a felle dezhi lakaat he mab Sancho da roue, ha goude gant e genderv Alfonso VIII, roue Kastilha. Se zo kaoz ne gemeras ket perzh en Emgann Las Navas de Tolosa, met adc'honit a reas kêrioù Cáceres, Mérida ha Badajoz, ha lodenn gornôk Extremadura.
Abalamour d'e gasoni ouzh Kastilha e legadas e rouantelezh d'e verc'hed Sancha León ha Dulce León, en devoa bet gant e bried kentañ Tereza Portugal, e-lec'h d'e vab, en devoa bet gant e eil pried Berenguela Kastilha, hag a oa bet roet dezhañ kurunenn Kastilha .
Ur marc'had a voe graet neuze etre mamm Fernando, Berenguela Kastilha, ha Tereza Portugal, evit eskemm gwirioù Sancha ha Dulce, a lezjent gant Fernando, tra ma vije roet leveoù mat dezho, rak gourdrouz aloubiñ León a rae Fernando ma ne blegent ket dezhañ. Ha setu penaos e kemeras kurunenn e dad hag e voe unanet an div rouantelezh, unaniezh graet gant peoc'h Benavente.