7,92 × 57 mm Mauser
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar munision 7,92 × 57 mm, anvet ivez 8 mm Mauser, 8 × 57i (i evel Infanterie) pe 8 × 57 is hervez stumm he boled, zo ur gartouchenn alaman evit an armoù-skoaz ijinet gant an embregerezh Mauser etre 1886 ha 1888 ha dibabet e 1889 evel munision ar fuzuilh nevez Gewehr 88 dindan an anv M/88. Implijet e voe ar munision-mañ e kalz armoù alaman brudet eus hanterenn gentañ an XXvet kantved evel ar mindrailherezioù MG 08/15 hag MG 42, ar fuzuilh-vindrailher FG 42 pe ar garabinenn Karabiner 98k.
Fedoù berr-ha-berr (8×57 Mauser), Doare ...
Serriñ